Rouantelezh Bro-C'hall

Kresk Bro-C'hall etre 985 ha 1947. Breizh zo lakaet e Bro-C'hall a-raok 1532, pa oa dizalc'h eta.
Rouantelezh Bro-C'hall goude addimeziñ Eleanora Akitania da Herri II Bro-Saoz. Breizh n'emañ ket e Bro-C'hall war ar gartenn-mañ.

Rouantelezh Bro-C'hall eo anv ar renad politikel e Bro-C'hall en amzer ar Rouaned a renas e Bro-C'hall adalek ar Grennamzer betek dibenn ar Renad kozh.

C'hoarvezout a ra Rouantelezh Bro-C'hall eus rannidigezh Rouantelezh ar Franked en 843 goude skrid-emglev Verdun pa voe Rannet Impalaeriezh Karl-Veur e tri tamm. En em zistagañ a reas rouantelezh ar c'hornôg diouzh an div all, hini ar c'hreiz ha hini ar reter. Adalek 911 e voe adkemeret an anv Roue ar Franked gant ar roue Charlez III (roue ar Franked) (pe Karl III), pa oa bet dilezet abaoe amzer Karl Veur. Buan e teuas da vout titl roue ar C'hornôg, perc'henn douaroù kozh rouantelezh Hlodvig, gant Tournai, Reims, Paris.

Other Languages
العربية: مملكة فرنسا
Bahasa Indonesia: Kerajaan Perancis
한국어: 프랑스 왕국
norsk nynorsk: Kongedømet Frankrike
português: Reino da França
srpskohrvatski / српскохрватски: Kraljevina Francuska
Simple English: Kingdom of France
Tiếng Việt: Vương quốc Pháp
Bân-lâm-gú: Hoat-lân-se Ông-kok