Nevezc'her

Un nevezc'her (diwar ar gresianeg νέος néos « nevez» ha λόγος lógos «ger»)a zo ur ger (pe ivez un termen pe ur frazenn) nevez-krouet peurliesañ evit ober dave da veizadoù pe anadennoù nevez pe c'hoazh evit kemmañ ster termenoù a oa bet anezhe dija evit o lakaat da glotaat gant ar bed a-vremañ. Gallout a reer goût, dre vras, gant piv pe gant peseurt aozadur e oa bet krouet an nevezc'her-mañ-nevezc'her hag ivez ar mare ma oant bet krouet pe implijet evit ar wezh kentañ.

Meur a zoare zo da grouiñ nevec'herioù hervez struktur morfologel pep yezh resis, met alies e vezont savet dre ouzhpennañ kengerioù (lostgerioù ha rakgerioù da wrizioù pe bonnoù diazez pe dre ober gant gerioù kevrennek, da skwer :

E brezhoneg e vez amprestet ivez gerioù ha gwrizioù diouzh yezhoù keltiek kar evel ar c'hembraeg dreist-holl), da skwer :

Alies e vez savet meur a nevec'her disheñvel oc'h implijout hentennoù termenadurezh disheñvel evit an hevelep meizad, o klotaat alies pep stumm gant un ideologiezh resis e-keñver an doare d'ober war-dro ar yezh skiantel, da skwer:

A-wechoù avat e vez krouet nevezc'herioù peuzheñvel, met disheñvel o ster resis, da skwer :

Stankoc'h e vez kavet seurt nevezc'herioù e yezhoù liammet ouzh sevenadurioù ha kevredigezhioù hag emañ o kemmañ buan-ha-buan evel ar saozneg da skwer hag ivez, stankoc'h c'hoazh marteze, e yezhoù evel ar brezhoneg ma vank dezhe kalz a dermendurezh teknikel war meur a dachenn ma veze graet war o zro e galleg peurgetket betek nevezig zo.

Gallout a ra an nevezc'herioù dont da vezañ gerioù boas ma vezont implijet alies gant ar mediaoù hag ivez ma vezont degemeret gant aozadurioù yezh ofisiel pe brudet gant implijerion/ezed ar yezh, da skwer ar skolioù Diwan, Ofis ar Brezhoneg pe tiez-embann ha kazetennoù evel Bremañ (kelaouenn), Al Liamm e Breizh, hag ivez dre ma vezont implijet war ar genwiadenn evel e pennadoù ar wikipedia.

Alies e teu an nevezc'herioù da vezañ degemeret ken gant implijerion/ezed ar yezh o-unan ken gant an aozadurioù karget d'ober war dro ar yezh betek ma vezont implijet gant gerioù boas penn-da-benn hag ankounac'haet e vez alies zoken e oa anezhe gerioù bet ijinet nevezik zo. Gwechoù all avat, e vez implijet un nevezc'her resis gant un nebeudig tud e-pad ur prantadig berr ha neuze e vez paouezet d'ober gantañ, peurliesañ peogwir e vez implijet en e lec'h gerioù all hag a blij muioc'h d'an implijerion/ezed pe d'an aozadurioù yezh.

Bez e c'heller renkañ an nevezc'herioù e tri bloc'had pennañ evel-hen :

  • Distabil: gerioù nevez flamm implijet gant nebeut-tre a dud
  • Damstabil: gerioù implijet muioc'h-mui met hep ma vijent bet degemeret da vat pe gant an implijerion/ezed en o fezh pe gant an aozadurioù yezh
  • Stabil: bet degemeret da vat gant an holl, implijet evel gerioù boas ha tonket da badout a-hed ar wezh en dazont

Setu an deiziad ma oa bet krouet un nebeut nevezc'herioù e saozneg anavezet mat bremañ :

Portal.svgPorched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Other Languages
Afrikaans: Neologisme
العربية: مستحدث (لغة)
azərbaycanca: Neologizm
башҡортса: Яңы һүҙҙәр
български: Неологизъм
bosanski: Neologizam
català: Neologisme
Cebuano: Neolohismo
čeština: Neologismus
dansk: Nydannelse
Deutsch: Neologismus
Ελληνικά: Νεολογισμός
English: Neologism
Esperanto: Neologismo
español: Neologismo
eesti: Neologism
euskara: Neologia
فارسی: نوواژه
suomi: Uudissana
français: Néologisme
Gaeilge: Nuafhriotal
Avañe'ẽ: Ñe'ẽpyahu
עברית: תחדיש
hrvatski: Novotvorenice
magyar: Neologizmus
interlingua: Neologismo
Bahasa Indonesia: Neologisme
íslenska: Nýyrði
italiano: Neologismo
日本語: 造語
한국어: 신조어
Кыргызча: Неологизм
Latina: Neologismus
lietuvių: Naujadaras
latviešu: Jaunvārds
Bahasa Melayu: Neologisme
Nederlands: Neologisme
norsk nynorsk: Neologisme
norsk: Neologisme
occitan: Neologisme
Papiamentu: Neologismo
polski: Neologizm
português: Neologismo
română: Neologism
русский: Неологизм
sicilianu: Neoluggismu
Scots: Neologism
srpskohrvatski / српскохрватски: Neologizam
Simple English: Neologism
slovenčina: Neologizmus
slovenščina: Neologizem
српски / srpski: Неологизам
svenska: Neologism
Tagalog: Neolohismo
Türkçe: İhtira
українська: Неологізм
اردو: وضعی لفظ
oʻzbekcha/ўзбекча: Neologizmlar
walon: Noûmot
中文: 新词
Bân-lâm-gú: Sin-ōe-gí
粵語: 新詞