Jacques Tardi

Jacques Tardi (30 a viz Eost 1946, Valence) a zo un tresour hag un aozer bannoù-treset gall. Dimezet eo gant ar ganerez Dominique Grange. Priz meur gouel bannoù-treset Angoulême en deus bet e 1985. Ma’z eo brudet e bed ar bannoù-treset e vez lennet e oberennoù gant tud ha desket dreist-holl.

E vuhez

Goude bezañ bet ganet e Valence, en deus bevet gant e dad e Kassel goude an eil brezel-bed. E dad a roas e zilez eus an arme peogwir ne felle ket dezhañ mont da vrezeliñ e Indosina. Degemeret eo bet Tardi e skol arzoù-kaer Lyon da 16 vloaz, ha goude-se e skol vroadel uhel an arzoù-kinklañ e Pariz. E vannoù-treset kentaña zo bet embannet er gelaouenn Pilote e 1969. E albom kentañ, Rumeur sur le Rouergue e ditl (senario gant Pierre Christin) , a zo bet ragembannet er memes kelaouenn e 1971. Sed aze perzhioù pennañ bed Tardi : fabourzioù Pariz, bed an anarkourien, un nebeud euzhviled, ar soudarder hag ar brezel, hag ar vizer : displeg da vat eo ar pezh a grou. Anavezet eo evit al labour en deus kaset da benn diwar-benn ar brezel-bed kentañ (C'était la guerre des tranchées), ha dreist-holl diwar-benn ar soudarded a voe fuzuilhet. Dav eo gouzout ivez voe gazet e dad-kozh e-pad ar brezel-se. Labouret en deus war destennoù skrivet gant skrivagnerien liesseurt evel Louis-Ferdinand Céline, Daniel Pennac, Jean Vautrin pe c’hoazh Léo Malet. Evit a sell ouzh e zoare da dresañ e c’hall bezañ tost ouzh al linenn sklaer ( Hergé) met ral eo kavout harozed en e oberennoù. Nann-harozed a vez kavet kentoc’h : an tudennoù ijinet gantañ a c’houzañv red an darvoudoù, ha peurliesañ ne deunt ket a-benn da dapout ket krog warno.

Other Languages
aragonés: Jacques Tardi
català: Jacques Tardi
Deutsch: Jacques Tardi
Ελληνικά: Ζακ Ταρντί
English: Jacques Tardi
español: Jacques Tardi
euskara: Jacques Tardi
français: Jacques Tardi
Bahasa Indonesia: Jacques Tardi
italiano: Jacques Tardi
Nederlands: Jacques Tardi
svenska: Jacques Tardi
Türkçe: Jacques Tardi
українська: Жак Тарді