Eil Brezel-bed
English: World War II

  • second world war europe animation small.gif
    kerzh an eil brezel-bed en europa
  • ██ urss betek 1941
  • ██ kevredidi & urss adalek 1941
  • ██ ahel & frañs vichy1941
  • ██ neptu
  • trec'hioù armeoù an ahel (1939-1942)
    bugel sinaat o leñvañ goude bombezadeg shangai gant an aerlu japanat e 1937
    the montreal daily star montréal : germany quits, 7 mae 1945

    an eil brezel-bed a voe ur brezel a badas etre miz gwengolo 1939 ha miz gwengolo 1945 er bed a-bezh. degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul ar brezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ an ahel (alamagn an nazied, italia ar faskourien hag impalaerezh japan). kroget eo d'an 3 a viz gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezel spagn adalek an 18 a viz gouere 1936, ar brezel etre japan ha sina d'ar 7 a viz gouere 1937 hag aloubadeg polonia gant alamagn hag urss (adalek ar 1añ a viz gwengolo 1939). en un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar frañs hag ar rouantelezh-unanet d'an 3 a viz gwengolo 1939, an urss e miz even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag ar stadoù-unanet d'ar 7 a viz kerzu 1941, da-heul pearl harbor. lodenn vrasañ broioù ar bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir. diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar gevredidi hag an ahel. lakaet e voe un termen d'ar brezel en europa d'an 8 a viz mae 1945 goude kodianadur hep diviz an iiide reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep diviz impalaeriezh bro-japan, bro ziwezhañ an ahel o vrezeliñ, d'an 2 a viz gwengolo 1945. brezel brasañ mad-den eo bet. tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en alamagn, da skouer. ur brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù. biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an eil brezel-bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se. torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. diwar youl an nazied e alamagn hag hini impalaeriezh japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. da-geñver an torfedoù-se e oa bet deportet tud e kampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (yuzevien, slaved, tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, testoù jehovah, tud nammet, ha kement zo). en azia ivez, ar renad japanat shōwa a lakaas 10 million a sinaiz da labourat evit ar c'hkōa-in er manchoukouo, 200 000 plac'h eus korea hag ar reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e sina e-pad lazhadeg nankin da skouer. gant an nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. an unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel an ss josef mengele a arnodas ivez gant mad-den en un doare euzhus. bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an ahel da gentañ (coventry e bro-saoz, rotterdam en izelvroioù ; shanghai, guangzhou ha chongqing en azia) ha gant ar gevredidi war-lerc'h (dresden hag hamburg en alamagn, tokyo gant napalm). evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn a kaset gant ar stadoù-unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, e hiroshima hag e nagasaki (japan). an eil brezel-bed a reas eus ar stadoù-unanet hag eus urss, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. gwanaet e voe ivez impalaerezhioù europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en azia, en afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60. ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.

  • tud pennañ
  • tudennoù all
  • lec'hioù
  • emgannoù pennañ
  • dielloù

Second world war europe animation small.gif
Kerzh an Eil Brezel-bed en Europa
  • ██ URSS betek 1941
  • ██ Kevredidi & URSS adalek 1941
  • ██ Ahel & Frañs Vichy1941
  • ██ Neptu
  • Trec'hioù armeoù an Ahel (1939-1942)
    Bugel sinaat o leñvañ goude bombezadeg Shangai gant an aerlu japanat e 1937
    The Montreal Daily Star Montréal : Germany Quits, 7 Mae 1945

    An Eil Brezel-Bed a voe ur brezel a badas etre miz Gwengolo 1939 ha miz Gwengolo 1945 er bed a-bezh. Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul ar Brezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ an Ahel (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezel Spagn adalek an 18 a viz Gouere 1936, ar brezel etre Japan ha Sina d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag ar Stadoù-Unanet d'ar 7 a viz Kerzu 1941, da-heul Pearl Harbor. Lodenn vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir. Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar gevredidi hag an Ahel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel en Europa d'an 8 a viz Mae 1945 goude kodianadur hep diviz an IIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep diviz Impalaeriezh Bro-Japan, bro ziwezhañ an Ahel o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945. Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer. Ur Brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù. Biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an Eil Brezel-Bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant Mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. Efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se. Torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. Diwar youl an Nazied e Alamagn hag hini Impalaeriezh Japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. Da-geñver an torfedoù-se e oa bet deportet tud e kampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an Nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (Yuzevien, Slaved, Tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, Testoù Jehovah, tud nammet, ha kement zo). En Azia ivez, ar renad japanat Shōwa a lakaas 10 million a Sinaiz da labourat evit ar c'hKōa-in er Manchoukouo, 200 000 plac'h eus Korea hag ar Reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e Sina e-pad lazhadeg Nankin da skouer. Gant an Nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. An unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel an SS Josef Mengele a arnodas ivez gant Mad-den en un doare euzhus. Bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an Ahel da gentañ (Coventry e Bro-Saoz, Rotterdam en Izelvroioù ; Shanghai, Guangzhou ha Chongqing en Azia) ha gant ar Gevredidi war-lerc'h (Dresden hag Hamburg en Alamagn, Tokyo gant napalm). Evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn A kaset gant ar Stadoù-Unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, e Hiroshima hag e Nagasaki (Japan). An Eil Brezel-Bed a reas eus ar Stadoù-Unanet hag eus URSS, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. Gwanaet e voe ivez impalaerezhioù Europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en Azia, en Afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60. Ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.

    Other Languages
    Alemannisch: Zweiter Weltkrieg
    žemaitėška: Ontra svieta vaina
    беларуская (тарашкевіца)‎: Другая сусьветная вайна
    Bislama: Wol Wo Tu
    Chavacano de Zamboanga: Segunda Guerra Mundial
    qırımtatarca: Ekinci Cian cenki
    dolnoserbski: Druga swětowa wójna
    emiliàn e rumagnòl: Secånda guèra mundièl
    English: World War II
    Esperanto: Dua mondmilito
    estremeñu: II Guerra Mundial
    Nordfriisk: Naist Wäältkrich
    kriyòl gwiyannen: Ségonn Lagèr mondyal
    Gàidhlig: An Dàrna Cogadh
    客家語/Hak-kâ-ngî: Thi-ngi-chhṳ Sṳ-kie Thai-chan
    Fiji Hindi: World War II
    hornjoserbsce: Druha swětowa wójna
    Kreyòl ayisyen: Dezyèm Gè mondyal
    Bahasa Indonesia: Perang Dunia II
    Patois: Wol Waar II
    къарачай-малкъар: Экинчи дуния къазауат
    Ripoarisch: Zweide Weltkresch
    Lëtzebuergesch: Zweete Weltkrich
    Lingua Franca Nova: Gera Mundal Du
    لۊری شومالی: جٱنڳ جهونی دۏئم
    Basa Banyumasan: Perang Donya II
    Minangkabau: Parang Dunia II
    Bahasa Melayu: Perang Dunia Kedua
    မြန်မာဘာသာ: ဒုတိယ ကမ္ဘာစစ်
    مازِرونی: جهونی جنگ دوم
    Dorerin Naoero: Eaket Eb II
    Plattdüütsch: Tweete Weltkrieg
    Nedersaksies: Tweede Wereldoorlog
    नेपाल भाषा: तःहताः २
    norsk nynorsk: Andre verdskrigen
    Norfuk / Pitkern: Werl War II
    davvisámegiella: Nubbi máilmmisoahti
    srpskohrvatski / српскохрватски: Drugi svjetski rat
    Simple English: World War II
    slovenščina: Druga svetovna vojna
    српски / srpski: Други светски рат
    Türkmençe: İkinji Jahan Urşy
    ئۇيغۇرچە / Uyghurche: ئىككىنچى دۇنيا ئۇرۇشى
    oʻzbekcha/ўзбекча: Ikkinchi jahon urushi
    vepsän kel’: Toine mail'man soda
    Volapük: Volakrig telid