Deiziadur hindouek

Pajenn eus un deiziadur hindouek a glot gant ar bloavezh gregorian 1871-72, Rajasthan. Gwelout a reer 10 avatar Vishnu er bann kleiz. An eil bann adalek an tu dehou a ziskouezh an 12 arouez eus ar zodiak hindouek. Er c'hreiz, ouzh krec'h e weler Ganesha gant daou genseurt. War an eil e weler Krishna ha daou zen.

An deiziadur hindouek, implijet abaoe pell-kenañ, zo un deiziadur loarel-ha-heolel. Kentañ devezh ar bloavezh mann eus an deiziadur hindouek a glot gant an 23 a viz Genver 3102 kent J.K. eus an deiziadur gregorian proleptek. Kemmet en deus a-hed an amzer ha diouzh ar broioù : un nebeud Stadoù indian o deus o stumm dezhe o-unan, ouzhpenn deiziadur broadel India ha Pakistan a ra deiziadur desi anezhañ.

Ar pep brasañ eus an deiziadurioù-se a zeu eus ur reizhiad displeget da gentañ er Vedanga Jyotisha eus Lagadha, ur stagadenn diwezhat d'ar Vedaoù, standardizet er Surya Siddhanta (IIIe kantved CE) hag adreizhet kalz gant steredoniourien evel Aryabhata (499 CE), Varahamihira (VIvet CE), ha Bhaskara (XIIvet CE). Stank eo an diforc'hioù hag an argemmoù lec'hel. Ar pezh a heul zo ur sell dre vras war reizhiad an deiziadur-se.

Other Languages
Afrikaans: Hindoekalender
العربية: تقويم هندي
azərbaycanca: Hind təqvimi
беларуская (тарашкевіца)‎: Індуісцкія календары
भोजपुरी: हिंदू पतरा
Esperanto: Hinda kalendaro
euskara: Egutegi hindu
गोंयची कोंकणी / Gõychi Konknni: पंचांग
Bahasa Indonesia: Kalender Hindu
Bahasa Melayu: Kalendar Hindu
Nederlands: Hindoekalender
norsk nynorsk: Hindukalendrar
پنجابی: دیسی مہینے
português: Calendário hindu
srpskohrvatski / српскохрватски: Hindu kalendar
Simple English: Hindu calendar
Basa Sunda: Kalénder Hindu
Türkçe: Hindu takvimi