Deiziadur hebraek

Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)

An deiziadur hebre, pe deiziadur hebreek, pe hebraek, pe deiziadur yuzev, eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar Yuzevien. Un deiziadur heolloarel eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e 359. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an deiziadur gregorian zo en implij e broioù Europa.

Diazezet eo ar bloavezh war an heol hag ar mizioù war al loar. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant steredoniourien yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.

Istor

Betek an IVvet kantved a oa bet savet ar deiziadur-se gant ar Sanhedrin, kuzul yuzev en Israel. Hillel II, a oa nassi ar Sanhedrin en doa cheñchet an traoù, war a seblant, e 359, o krouiñ un deiziadur jedet e lec'h bezañ evezhiet war al Loar gant ar Sanhedrin. Aotreet en deus an dra-se a lakae ar vureverezh da beurbadout gant pe hep ar Sanhedrin. Betek bremañ e vez implijet an doare-se da jediñ an deiziadur hebraek.

Other Languages
Afrikaans: Joodse kalender
Alemannisch: Jüdischer Kalender
العربية: تقويم عبري
azərbaycanca: Yəhudi təqvimi
беларуская: Яўрэйскі каляндар
беларуская (тарашкевіца)‎: Габрэйскі каляндар
Esperanto: Hebrea kalendaro
Nordfriisk: Hebreewsk kalender
interlingua: Calendario hebree
Bahasa Indonesia: Kalender Yahudi
日本語: ユダヤ暦
한국어: 히브리력
македонски: Еврејски календар
Bahasa Melayu: Takwim Ibrani
Nederlands: Joodse kalender
norsk nynorsk: Det jødiske året
srpskohrvatski / српскохрватски: Hebrejski kalendar
Simple English: Hebrew calendar
Basa Sunda: Kalénder Yahudi
Türkçe: İbrani takvimi
Tiếng Việt: Lịch Do Thái
ייִדיש: יידישער לוח
中文: 希伯來曆
粵語: 猶太曆