Charles Maurras

Charles Maurras (1925)

Charles Maurras, ganet d'an 20 a viz Ebrel 1868 e Martigues (Bouches-du-Rhône) hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Du 1952 e Saint-Symphorien-lès-Tours (Indre-et-Loire), a oa ur c'hazetenner, prederour, politikour, barzh, akademiour gall. Brudet eo abalamour d'e soñjoù broadelour, a reer nationalisme intégral anezho.

Ur skrivagner eus Provañs e oa, eus al luskad Felibrige, agnostek e oa e-pad e yaouankiz. Goustadik e oa aet war-zu ar gatoligiezh. Bez' e voe e penn ar gazetenn , kazetenn al luskad roueelour Action Française, gant Léon Daudet, Jacques Bainville ha Maurice Pujo. An Action Française a oa ul luskad broadelour hag enep-reveulzier ha sevel a rae a-du gant distro ar vonarkiezh dre hêrezh, enep ar parlamant, enepyuzev ha digreizennet. Stourm a rae enep an hiniennelouriezh hag ar pezh a anve "Stadoù er Stad". Gant harp Maurras, an Action Française a zeuio da vezañ ar strollad politikel ha speredel kreñvañ eus an tu dehoù pellañ da vare an Trede Republik. Krouer mennad ar vroadelouriezh hollek (nationalisme intégral) eo Maurras.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe enebet ouzh an Trede Reich met harpañ a rae Renad Vichy. Goude ar brezel e voe rebechet dezhañ ar fedoù-se ha kondaonet e voe d'an toull-bac'h da viken d'an 28 a viz Genver 1945. Abalamour d'ar gondaonidigezh-se e voe skarzhet kerkent eus an Akademiezh c'hall (gortozet e voe e varv evit lakaat un den all en e blas) ha skarzhet e voe ivez eus al luskad Felibrige.

Other Languages
العربية: شارل موراس
čeština: Charles Maurras
Ελληνικά: Σαρλ Μωρράς
español: Charles Maurras
français: Charles Maurras
Bahasa Indonesia: Charles Maurras
italiano: Charles Maurras
ქართული: შარლ მორასი
مازِرونی: شارل مورا
Nederlands: Charles Maurras
Piemontèis: Charles Maurras
português: Charles Maurras
русский: Моррас, Шарль
slovenčina: Charles Maurras
українська: Шарль Моррас